Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-douar, dreist-holl en eizh bae hag a zo ar muiañ saotret gant ar bezhin glas e Breizh. Ha setu ar Stad o kinnig ur seizhvet steuñv « bezhin glas » e miz Mae 2024. Met n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù-se, eme Dour ha stêrioù Breizh.