Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. 🧐

Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n'eo ket bet embannet gant Total pegen fall 'oa saotradur an aer.

Keleier ar vro d'ar 6 a viz Gwengolo (Radio Breizh).