War gwagennoù Radio Breizh zo bet komzet deus an enklask Splann! diwar benn ar merk chipsoù Altho-Brets. Abaoe 1995 ez eo en em staliet al labouradeg sevel chips Altho e Kreiz-Breizh, hag a-benn nebeut e vo pourvezet gant un uzin nevet a vo savet a-drugarez d’ur yalc’had eus ur milion a euroioù.
