Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Enklaskoù « Splann ! » da selaou@enklaskousplann

5 followers
Follow

Season 3 episodes (8)

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz #1
S03:E01

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz #1

Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister ken ha ken an ostilhoù eveshaat en Breizh. Ha se dre na vez ket postet trawalc’h a arc’hant foran en se.

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz #2
S03:E02

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz #2

Daoust d’an dañjerioù evit yec’hed al labourerien, an dud diwar-dro hag an en-dro e tremen Breizh hebiou d’an dalc’h stag ouzh an amoniak. Disteraet gant ar strollegezhioù ha bed ar gounezvouederezh ec’h a ar skarzhañ NH3 war washaat a-blasoù. Ha gwashañ tra e vez sikourioù publik bras d’ar saotrerien vras, darn anezhe e-maez lezenn.

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer
S03:E03

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e Sant-Nazer

Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant « Splann ! » bremaik. Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n’eo ket bet embannet gant Total pegen fall ’oa saotradur an aer. Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

[TEASER] Essure : implantoù pistrius e korf ar merc'hed
S03:E04

[TEASER] Essure : implantoù pistrius e korf ar merc'hed

Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘neus kavet anezhañ. Dizoloit teir lodenn hon enklask dre un abadenn hir savet gant hon media ha skipailh Radio Breizh. Emgav adalek d’al Lun 23 a viz Gwengolo 2024.

Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1
S03:E05

Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1

Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus. Dindan un nebeut mizioù e krog Isabelle da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez a he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, pere a redi anezhi da vont gant ur gador-ruilh. Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant kaout poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù ». Ouzhpenn 240.000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad. Hag evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30.000 maouez betek-hen e Frañs.

Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2
S03:E06

Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2

Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud. Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se. Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int mut war ar c’hudennoù-se. Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro @Yuna Cojan. E miz C’hwevrer 2017, hep menegiñ mann ebet d’ar mediaoù, un arbennigour eus Skol ar Minoù a zo fiziet gant ajañs ar yec’hed da studiañ un arventenn resis : riskl daskrignadur an Essure (risque de corosion galvanique, en galleg). N’eo ket bet kelaouet, nag ar mediaoù, nag an 240.00 maouez gant disoc’hoù ar studiadenn-se. Pad all e oa sklaer an disoc’hoù : risklus-tre eo an Essure. « Essure ‘zo rik e-giz ur bilenn er c’horf ! » Setu ar pezh a zo bet lâret deomp gant ar skiantour en deus graet ar studiadenn. Evel ma vefe ur pol + hag ur pol -. Ha blam da se e tigas daskrignadur. Peadra da grouiñ allergiezhoù warlerc’h… « Evel louzoù rashed eo an Essure » : bamet eo ar skiantour ne vije ket bet titouret ar maouezed gant aozadurioù ar yec’hed.

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3
S03:E07

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan. Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE. C-E, an div lizherenn a c’heller lenn war a-bep seurt produioù ‘zo gwerzhet en Europa. Un tamm evel ur « passeport » roet d’ar produ, ma karit. Gant embregerezhioù prevez e vez roet ar siell CE. Paeet int gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius. Neus ket a ajañs ofisiel kreizennet, evit ober al labour-se. Kaoz ‘oa bet eus tennañ kuit ar galloud-se eus aozadurioù prevez, met lobby an industriezh ‘oa deuet a-benn da lemel ar c’hinnig-se en 2008. Ha divizet e vez hag-eñ eo dañjerus ar produioù… war studiadennoù roet…gant an embregerezh a neus savet ar produ ! Hag, evel-just, an embregerezh n’aio ket da reiñ studiadennoù fall evit ar produ he deus c’hoant da werzhañ…

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh
S03:E08

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel. Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys. Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! ». Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.