Lizher-kelaouiñ : kondaonet ar Stad evit afer ar bezhin glas #10
S02:E10

Lizher-kelaouiñ : kondaonet ar Stad evit afer ar bezhin glas #10

Guingamp

Episode description

Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Gwenvaël Delanoë (Radio Kreiz-Breizh). 🎧

Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-douar, dreist-holl en eizh bae hag a zo ar muiañ saotret gant ar bezhin glas e Breizh. Ha setu ar Stad o kinnig ur seizhvet steuñv « bezhin glas » e miz Mae 2024. Met n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù-se, eme Dour ha stêrioù Breizh.

Koumanantit da lizher-kelaouiñ miziek ar media enklask dizalc’h war lec’hienn internet « Splann ! » (https://splann.org/br/).